Goude azgalv terriñ ar ministrerezh publik e kendalc'ho Skoazell Vreizh da harpañ familh Fañch gant he stourm. Ur stourm evit doujañs ha briegezh ar brezhoneg an hini eo.
En em atahinañ a ra ar justis c'hall war ar familh hag ar brezhoneg. Dic'houzañvus eo! Un dismegañs otus e-keñver ar brezhoneg an hini eo.
Afer Fañch : Azgalv terriñ
ar ministrerezh publik
22 a viz Du 2018
A-drugarez da arguzennoù lemm Mestr Kerloc'h, adtapet anezhe gant barnadenn ar prosez hiziv e lez-varn galv Roazhon eo trec'h tud Fañch a-benn ar fin. Mestr Kerloc’h en deus degaset en dro da soñj pep hini n’hall ket bezañ ur c’helc’hlizher (daoust dezhi bezañ ministrerel…) mestr war al lezenn. Lakaet en deus ivez war wel eo bet aotreet an anv-bihan Fañch, skrivet evel ma vez dleet, gant prokulor ar Republik e Roazhon d’ar 27 a viz mae 2002 ha gant ofiser marilh ar boblañs e Pariz d’an 19 a viz Genver 2009. Evit echuiñ ganti en deus diskouezhet ez eus bet un droukziforc’h yezhel pa vez implijet gant ar Stad c’hall hec’h unan an hevelep arouezenn diakritek: galvet eo bet Laurent Nuñez da sekretour-Stad e ministrerezh an Diabarzh.
Ar varnadenn a zevarno war an dachenn-mañ eo ivez trec’h ar re a stourm war ar pemdez evit ar brezhoneg.
Un trec’h eo ivez a-drugarez d'an holl re o deus arc'hantaouet hor c'houlzad donezenoù abaoe ur bloavezh. Ra ma vint mil trugarekaet.
Hep kengred, frankiz ebet!
SKOAZELL VREIZH
S E C O U R S B R E T O N
HEP KENGRED, FRANKIZ EBET !
Kevredigezh lezenn 1901 evit skoazellañ ar brizonidi bolitikel vreizhat, o familhoù,
an dud lakaet dindan evezh ar justis hag ar glemmerien evit abegoù politikel breizhek.
Darempred Skoazell Vreizh :
2 straed Emeriau
29270 KARAEZ
06 81 00 89 96