Dibabet he deus ar bloaz-mañ skipailh ar Redadeg lakaat war-wel ar stourm kaset da benn gant tud Fañch a-gevred gant Skoazell Vreizh. Trugarez vras d’an aozerien !
Goude bezañ troet e kreiz-kêr Kemper e-pad ugent kilometr e loc’ho da vat ar Redadeg eus plasenn Sant Kaourintin d’ar gwener 4 a viz Mae da 9e noz (km 21) gant ar vazh-test douget gant tud Fañch, e vreudeur hag e c’hoarezed. D’o heul e redo tud kuzul-merañ Skoazell Vreizh o tougen lorc’hus hor giton. Ur giton arouez a gengred, a stourm ha karget a istor politikel ha sevenadurel amañ e Breizh.
Abalamour da se e vez galvet ganimp an holl re a souten stourm Skoazell Vreizh evit ma c’hello tud Fañch skrivañ anv o mab evel ma vez dleet dont da redek ganimp niverus e Kemper. Bezomp niverus evit diskouez e straedoù Kemper eo aet skuizh ar vretoned ne vije ket doujet ouzh implij hor yezh, bezomp niverus e straedoù Kemper evit goulenn e vo kenofisiel ar brezhoneg, bezomp niverus e straedoù Kemper ar re yaouank koulz hag ar re gozh evit enoriñ ar Redadeg !
Skoazell Vreizh a redo ivez e Bro Roazhon, Bro Dreger ha Bro Leon:
- d'al lun 7 a viz Mae e Gwizien da 5e50 goude lein ( Km 682, 683, 684, 685)
- d'ar yaou 10 a viz Mae da 2e20 e Lannolon (Km 1342,1343,1344 ha 1345)
- d'ar sadorn 12 a viz Mae da 1e30 goude lein e Plougerne (Km 1798)
Deuit da redek ganeomp 'ta ! Evit souten stourm Skoazell Vreizh, evit souten ar Redadeg, evit souten ar brezhoneg !
REDADEG 2018 : Deuit da redek
evit Fañch ha Skoazell Vreizh!
24 a viz Ebrel 2018
SKOAZELL VREIZH
S E C O U R S B R E T O N
HEP KENGRED, FRANKIZ EBET !
Kevredigezh lezenn 1901 evit skoazellañ ar brizonidi bolitikel vreizhat, o familhoù,
an dud lakaet dindan evezh ar justis hag ar glemmerien evit abegoù politikel breizhek.
Darempred Skoazell Vreizh :
2 straed Emeriau
29270 KARAEZ
06 81 00 89 96