Fañch, Derc’hen, ar bak hag ar breved e brezhoneg : aozañ ar respont !
KEMENADENN
Ur senatour breton, Michel Canévet, en deus savet ar goulenn ouzh ministrerez al labour er Senat evit ma vefe aotreet an dildenn war « n » Fañch. Respontet he deus-hi ne vo ket cheñchet ar c’helc’hlizher ministrerel a zifenn implijout an dildenn en anv Fañch !
Goude ma vo familh Fañch bihan oc’h en em gavout dirak ar justis da vare ar prosez galv d’an 8 a viz Here e Roazhon e embann Skoazell Vreizh e vez ur wech ouzhpenn taget ar brezhoneg gant seurt komzoù a-berzh ar Stad C’hall. Mallus e priendfe hag e aozfe an aozadurioù politikel, sindikadel ha sevenadurel breton ur respont a-stroll. Ur respont kevatal d’an dismegañs embannet gant an ensavadurioù gall e-kenver ar brezhoneg. Taolioù dismegañus an eil re goude ar re all zo bet abaoe bloaz (Fañch, Derc’hen, rouedad Diwan lakaet da vreskaat, bak ha breved e brezhoneg…), dav eo aozañ ar respont a-stroll.
Gervel a ra Skoazell Vreizh da gemer perzh en emvod-kelaouiñ e Roazhon, Club de la Presse, straed Martenot, digwener 6 da 2e gm, aozet gant skolajidi ha liseidi Diwan o deus tremenet brezhoneg o arnodennoù matematikoù ha skiantoù an natur.
Gervel a ra Skoazell Vreizh ivez da gemer perzh en tolpadeg aozet gant kuzul-merañ Diwan, disadorn da greisteiz, sal Glenmor e Karaez.
SKOAZELL VREIZH
S E C O U R S B R E T O N
HEP KENGRED, FRANKIZ EBET !
Kevredigezh lezenn 1901 evit skoazellañ ar brizonidi bolitikel vreizhat, o familhoù,
an dud lakaet dindan evezh ar justis hag ar glemmerien evit abegoù politikel breizhek.
Darempred Skoazell Vreizh :
2 straed Emeriau
29270 KARAEZ
06 81 00 89 96