Bezomp niverus dirak lez-varn galv Roazhon d’al lun 8 a viz Here !
4 a viz Here 2018
D’an 8 a viz Here da 2e30 goude merenn e lez-varn galv Roazhon e vo prosez galv «afer Fañch». E dud a-orin eus Rosporden o doa bet c’hoant reiñ d’o bugel nevez ganet un anv brezhonek skrivet en un doare reizh, da lavaret eo Fañch gant un tildenn war an N. Da gentañ , en doa ti-kêr Kemper nac’het mont a-enep sav-poent ar servijoù met ‘benn ar fin asantet oa bet ar skritur vrezhonek. Met, da heul ur varnadenn eus lez-varn Kemper, seziset gant prokulor Kemper, eo bet nac’het an tildenn war an N abalamour d’ur c’helc’hlizher ministrel embannet e 2014 hag a zifenn an tildenn! Brav eo degas d’ho soñj n’eo nemet ur c’helc’hlizher ne dalv ket evel ul lezenn… Galv zo bet graet eta gant ar familh.
Daoust d’hor c’houlzad souten abaoe mizioù, daoust da souten meur a zilennad ha strollegezh evit ma vefe kemmet ar c’helc’hlizher ministrel, n’hosn eus ket gounezet mann ebet c’hoazh. Setu perak e galv Skoazell Vreizh ar bretonezed hag ar vretoned, an dilennedi, ar c’hevredigezhioù, ar sindikadoù kement hag ar strolladoù politikel a souten hor stourm d’en em dolpañ niverus d’al lun 8 a viz Here da 2e gm dirak lez-varn galv Roazhon.
SKOAZELL VREIZH
S E C O U R S B R E T O N
HEP KENGRED, FRANKIZ EBET !
Kevredigezh lezenn 1901 evit skoazellañ ar brizonidi bolitikel vreizhat, o familhoù,
an dud lakaet dindan evezh ar justis hag ar glemmerien evit abegoù politikel breizhek.
Darempred Skoazell Vreizh :
2 straed Emeriau
29270 KARAEZ
06 81 00 89 96