PRENAÑ (embannadur e brezhoneg)
25 € (+ 5 € frejoù post).
O skrivañ "Levr SV-Embannadur e brezhoneg" war ho golo-lizher da vezañ kaset d’an teñzorer :
Jean-Yves Deléon, 3 straed J.-F. Le Blévennec 56890 SANT-TEVE
Stag eo skeudenn Skoazell Vreizh ouzh prosezioù ar stourmerien breton alies-mat. Stourmerien a zo bet rebechet dezho gat justis Bro C’hall oberezhioù kuzh. Memestra eo oberiant Skoazell Vreizh war an dachenn denel evit harpañ an dud tamallet hag o familh. Tud lakaet fall hag o deus stourmet war tachennoù liesseurt: ar yezh, ar sevenadur, an endro koulz a stourmoù sokial ha politikel.
A rummad da rummad, merc’hed ha paotred, eo chomet difiñv pal ar re embarzhet e-barzh kevredigezh Skoazell Vreizh: bezañ prest da sikour ar re lakaet diaes gant justis Bro C’hall abalamour d’o stourm evit ar vro. Derc’hel penn evel o deus graet tud Skoazell Vreizh, chom feal d’ar memes pal, abaoe 50 vloaz, setu perak eo dibar ha divoutin Skoazell Vreizh e-touesk ar c’hevredigezhioù kengred en Europa.
Prenañ al levr (e brezhoneg pe e galleg) a c’hellit en ur gas
ur chekenn 25 euros (+ 5 euros frejoù post) da Skoazell Vreizh
pe gant Paypal.
SKOAZELL VREIZH
S E C O U R S B R E T O N
HEP KENGRED, FRANKIZ EBET !
Kevredigezh lezenn 1901 evit skoazellañ ar brizonidi bolitikel vreizhat, o familhoù,
an dud lakaet dindan evezh ar justis hag ar glemmerien evit abegoù politikel breizhek.
Darempred Skoazell Vreizh :
2 straed Emeriau
29270 KARAEZ
06 81 00 89 96