Tud Fañch eo Jean-Christophe ha Lydia Bernard. Ganet eo Fañch d’an 11 a viz Mae 2017 e Kemper. Goude bezañ bet enrollet e anv gant servijoù an ospital evel ma vez dleet en deus degemeret tud ar paotrig ur bellgomzadenn gant marilh ar boblañs o lavarout ne oa ket tu enrollañ an anv-bihan se. Abalamour da betra ? D’al lizherenn « ñ » tra ken.
N’eo ket anavezet gant ar skritur gall an « ñ » ha n’emañ ket el listennad ar sinoù diakritek (evel ar ç pe an ê) aotreet gant marilh ar boblañs. Hervez ar c’helc’hlizher embannet er Gazetenn ofisiel d’an 23 a viz Gouere 2014.
Setu kerent Fañch rediet da gaout un an anv-bihan all d’o faotrig... Gwasket un tamm gant ar reuz zo bet da c’houde er mediaoù ha gant an dilennidi en deus dibabet memestra kêr Kemper tremen e-biou ar c’helc’hlizher hag aotreet eo bet an anv-bihan Fañch digante. O vennegiñ da skouer Lez-varn Europa gwirioù mab-den a skriv « dibab an anv-bihan gant ar gerent zo un dibab personnel ha santadurel, ober a ra parti neuze eus ar vuhez prevez ». Pe c’hoazh en deus embannet ti-kêr Kemper : « N’eus rezon ebet hervezomp, pe vije lezennel pe denel, ne vije ket skrivet Fañch gant an « ñ ». N’eo ket dister e mod ebet. »
Setu ar prokulor o tont ’barzh ar jeu hag en deus kaset an afer dirak al lez-varn evit ma vo doujet ar galleg. D’an 13 a viz Gwengolo eo bet roet disoc’h ar varnadenn gant lez-varn Kemper : « ober gant an « ñ » a vije tremen e-biou hon Stad a wir a ziwall ouzh unvez ar vro hag he ingaled ».
Da heul ar varnadenn he deus dibabet familh Fañch kenderc’hel ganti hag ober galv. Tremen a raio an afer dirak al lez-varn galv. « Evel tud e fell deomp mirout hor gwir da reiñ e anv da Fañch » eme tud Fañch. Embann a reont ivez int skoazellet gant « ar gouestl votet a unvouezh gant kuzul-kêr Kemper, gant prezidant Kuzul Rannvro Breizh, gant Kuzul Sevenadurel Breizh, gant an emsav sevenadurel ha gant ur bern bretonezed ha bretoned. Redek a ra an trouz en tu all da Vreizh ivez er mediaoù etrevroadel ha ne gomprenont ket an ostrakelezh a c’houzanvomp. » Evit diskouez o youl e lavar tud Fañch ivez « ne savomp ket a-du e mod ebet gant barnadenn gentañ lez-varn Kemper peogwir e soñj deomp n’eo ket anv Fañch a laka an unvezh vroadel en arvar met nac’hañ anavezout liesseurted yezhoù ar vro an hini eo. »